Kinnig al lojeiz

BZH

War al lec’hienn-mañ e kavoc’h an holl ditouroù a-bouez diwar hol lojeiz, ur gwir ti martoloded bet savet en naontekvet kantvet, tost kenañ eus Beg ar Raz,e kêr Plogo, e penn kornog Breizh.

Al lojeiz-mañ hon eus arnevezet gant an ivoul a lak da vont war-raok ar re tomm d’o c’halon ar vein hag ar c’hoad . Klasket hon eus bepred chom emskiant ouzh un ezhomm a-sklerijenn hag a-spas, stag skeudenn an ti ouzh hini ar mor .

Dav deomp lavarout penaos e v al lec’hienn-mañ kalz muioc’h eget ur c’hinnig eus al lojeiz nemetken  : kavout a raoc’h un hollad a-hentoù virtuel, pourmenadennoù e skeudennoù o pediñ ac’hanoc’h da zizoleiñ an natur, ar pesketañ pe glad an tiez e penn-mañ eus ar bed, ar C’hap Sizun e anv, un nor a-feson digor war Park mor an Hirwazh.

Ho pezit pedet evit un devezh da vezañ hor c’houvidi el lojeiz,beajit ganeomp en ur gemer perzh en un douristelezh a-dalvoudegezh : kejañ a daol trumm gant Itron kefeleg da serr-noz war al lanneier pe klevout gwerzioù frommus ar sonerezh keltiek e kevrin ur chapelig war vord ar morr, n’ez eus priz ebet evit seurt prantadoù a-eürusted.

 DISKRIVADENN :

Niver a-gambroù : 3

Gorread hollek : 120 m²

Un ti-gevell eo en ur geriadennig sioul..

Rez al leur : Kegin ha sal bevañ gant un oaled bras e maen, trepas gant levraoueg, sal dour, WC ha kouez.

El laez : Kambr 1 : gwele doubl (160X200) ha  mezzanine-sal-c’hoari . Kambr 2 : gwele doubl  (160×200). Kambr 3 : gweleoù gevell, sal-dour, WC.

Ekipamant : Tommerezh dre dan, mekanik kouezañ, sec’hourez-dilhad, skaoterez, forn mikro-skinoù, skinwel, peadra d’ober war-dro ar babig, liñselioù da feurmiñ.

Liorzh kloz, leur dirak an ti, tachenn c’hoari, barbecue, arrebeuri diavaez. Ur wazhig a red el liorzh .

carre carre cambuse cambuse bain bain coursive coursive coursive coursive coursive coursive toilette cabine cabine chambree chambree